Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

C’hreiste, nan euz neblæc’h, nag en Pariz zoken, ru ebed hag a vefe par da homan : mes tremen a reont ’vit bean poufferien.

Prest goude ec’h eomp ’barz ar gær goz ma zo enni ruio kamm, moan ha war zav.

Græt eur bern troio ganimp, e pozomp ouz troad ar funiculer, da laret eo ar « zaverez dre gerden ». Ar mekanik-man a zavo anomp d’Iliz an Itron Varia. ’Vit se e kemeromp plas ’barz unan euz e banero : rak diou baner vraz an euz, stag en daou benn euz eur gorden deo græt gant neud orjal : mont ha dont a reont etre an traou hag ar kroec’h[sic] evel an daou gelorn a weler stag a-wejo ouz an daou benn euz chaden eur puns : pa ve unan o sevel e ve egile o tisken.

’Benn daou vunud goude bean bet *dibradet diouz an douar ec’h omp e kroec’h. N’omp ket arru c’hoaz ’rez an iliz. O vean en em gav war veg eur mene uhel, e zo c’hoaz da zevel eur pennadik. Mes petra eo eur *vinz pe diou ’vit hon diouhar, e-kichen an hent o dije bet d’ober ma vijemp deud war droad penn-da-benn ? Pignal a