Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

Pegen koant eo gant eun drapo braz a dri liou, hag an drapoio bihan a bep sort liou a zo stignet ouz e gerden, hag a c’houe an avel enne. Chom a reont tenn, hag eun dudi eo gwelet ’nê o finval skanv, hag o c’hlevet o trouzan seder. Ar siminal ive a weler e-touez ar gwernio, hag heñ gwenn-sign, nemet eur groaz a zo livet en ru tost d’ar bek, Hir ha ledan e seblant bean ar vatimant ; mes n’am euz ket amzer breman da zellet piz ouz he ment.

Wardro ganin e zo arru eur c’hant bennag a belerined, hast gante ’vel ganin da vean dizammet da vad euz o fakajo ha da lakat ’nê war al lestr. Hag hon lojeiz ’ta, daoust pelæc’h eman, pegen braz, pe gentoc’h, pegen bihan eo ? *Heligentan ’zo etrezomp evit kemer ar paper bihan ec’h eo merket warnan numero hon gwele : en em vodan ’reomp ’vit se endro d’an Tad Atanaz, Tad *danzeer ar pelerinaj. Tapet ganin ma 56, e tiskennan dioustu, hag e kavan ’vit ma digemer eun tamm kamprik moan hag izel ; koulskoude ’zo enni pevar gwele, daou anê a bep tu, an eil a-uz d’egile. Goude ’ve red kavout eur skeul da bignal er gweleo kroec’h, koulskoude e ve muioc’h a glask warne : rak freskoc’h eo kousket enne, o vean ma tremen eno muioc’h a ær. Euz an tu diavez e teu an ær hag ar sklerijen dre eun toull *kelc’hek ha mentek ’vel eun tok : an hublot a rer euz an toull-ze en gallek. Euz an tu diabarz e sko ma lojennik war eur zal vraz ma teu enni neb a gar da skrivan ; ’vit am dispartian diouti e zo eur speuren greet gant laondenno koat tanau, a lez eur bannac’hik avel-zil da dremen etreze.