Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/357

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 339 —

na c’houl ket, marvad, e ve gouspero hirie, Ma ! na vo ket.

Na vo ket zoken a goan evit meur a dreizer, ec’h eo krog enne an droug-mor. Me a gemer eun draik bennag ouz taul, eur banac’hik ær fresk war ar pont, ha goude hent ma gwele.


————



III


Al lestr war helpenn : Son an drouk-mor.


D’al lun ar 16ed a Wengolo. — Pa dihunan en em zantan luskellet. N’eo ket, avad, ’vel eur bugel en e gavel : n’eo ket euz an eil tu d’egile, med euz an eil penn d’egile. Gwech e sav ma fenn uheloc’h, ha gwech e tisken izeloc’h evit ma zreid, Daoust *ta petra a c’hoarve d’al lestr ? Oh ! ezet eo hen gout. ’Michans eman o « tankan » herr da m’hall, ’michans eo ar mistral a gemer ’nean a benn hag a lak anean da zansal evel-se.

« N’euz forz ! e sonjan ennon ma-unan : bepred e savin. Red eo d’in gwelet hag-eñ eo ken drouk an autro « keravel » pa c’houe a benn, ha pa c’houe a goste, hag-eñ e c’hourdrouz kement al lestr d’ar boull-galon pac’h a war helpenn ha pa ve o kosteenni. »

Ha me raktal e-traou euz ma gwele. Bec’h o deuz ma zreid o chom er pal. Koulskoude e teuan a benn d’en em wiskan. Goude e savan e-kroec’h gant ar *viñz hag