Eno ec’h an me ive da zaoulinan goude ma oferen : goulen a ran digant sant Stefan ma kennerzo kalon ar re o deuz, ’vel m’en doe heñ, da c’houzanv evit ar fe, ha ma raio d’am c’henvroiz dianket, ’vel ma reaz da zant Paul, mont a-du gant an Au. Doue.
Eskopti Sant-Briek, dreist-holl, a zo neuze ’n em speret, pan eo sant Stefan paeron e iliz katedral.
Da seiz heur hanter, oferen bred : ouz an auter beleien euz eskopti Rodez, gwellan hini a zo en Frans ar c’hreiste. En hon zouez an Au. *Kannad Auzepi gant e dud, ’vel ma oant disul en iliz Santez-Anna. Goude an aviel e sav er gador eil-briol al leandi, an Tad Menier, a gomz d’imp eur pennadik deuz sant Stefan : komzo reiz a deu gantan, *goest da danan hon c’halon gant karante Doue.
Lein a deu goude, eul lein servijet d’an holl war eun dro. Eman war zibenn, pa zav an Tad Menier[1] hag a lavar da *gannad Frans pegement eo glac’haret holl
- ↑ Maro eo aboue. Doue d’hen pardono !