eur gaer a gouent dalc’het gant Leanezed an Itron Varia Sion. Merc’hedigo emzivad a ve maged ha kelennet enni, dreist-holl merc’hedigo Judev. En he chapel eman be an Tad de Ratisbonne, he saver, unan euz an dud o deuz græt ar muian a vad d’o breuder ezomek.
Breman, da Jerusalem, ha dioustu. Rag an noz a zisken warnomp.
Teñval eo ’benn ec’h erruomp er gær : ha koulskoude n’eo ket distro c’hoaz beajourien Jeriko. Ankeniet omp, beteg gout e ve digoueet gante eur reuz fall bennak.
A-drugare Doue, berr eo hon anken. ’Benn eiz heur hanter int azeet holl ouz taul, c’hoant d’ê d’ober enor d’o c’hoan.
Tomder devuz o deuz santet, poultr o deuz bet lonket o *goalc’h hag ouspenn : yac’h koulskoude ’n em gavont, ha stad a zo enne. An Au. Hwerou, daoust d’ean da vean skwiz a gorf, na skwiz ket o kontan d’imp an treo *iskis an euz gwelet en e veaj. N’eo ket peurdibunet gantan e guden pa deu ar c’houlz da zevel euz taul.