Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/333

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 315 —

tud a gemero lod en ho levenez. Rak ho mab a vo braz dirak Doue !… ’Rauk genel zoken e vo santelaet gant ar Spered-Santel. Ober a rei da galz a Judevien distrei war du Doue o Autro. Heñ eo a gerzo ’n e rauk evit *danzen d’ean tud *goest d’hen silaou ha d’hen heuilh.

— « Eur mab ? eme Zachari : d’an noad hon deuz ? Ha penauz e oarin ze ? — Me, ’me an æl, eo Gabriel, unan euz *kannaded Doue : penegwir na teuz ket kredet anon, e vi mud diwar hirie : ha mud e chomi ken e vo ganet da vap. »

Da c’houæc’h miz goude ec’h erru ’n e di eur ginitervez d’e bried, deut d’he zaludi ha d’ober d’ei he gourc’hemenno : goud a ouie he doa konsevet Elizabet eur bugel. Hag euz a-bell e teue : euz a Nazaret, græt ganti ouspenn ugent leo. Daoust eta piou eo homan ? N’eo ket diæz hen gout : ar Werc’hez Vari hi he-unan.

Neve gonzevet en e c’hreiz Mab Doue, ha deut da c’hout dre an Æl Gabriel ec’h æ Elizabet da vean mamm, e fellaz d’ei dioustu mont d’he gwelet, daoust an hent da vean hir ha diæz.

Kenkent ha m’he deuz laket he zroad en ti Elizabet ha saludet anei, e sant homan he bugel o tridal en he c’hreiz. Kenkent ive eo sklerijenned he spered gant ar Speret Santel hag a lavar da Vari, ’n eur zevel he mouez : « Binniget oc’h dreist an holl groage, ha binniget eo ar freuz dimeuz o korf. »

Mari, d’he zro, a zav he mouez hag a lavar ar c’homzo kaer dispar a zo ’barz ar c’hantik « Magnificat. » Plegan ’ra da c’hourc’hemenno meuluz he c’hinitervez : « Ya,