an dud ezomek en Jeruzalem. Breman, ’vel kent, ec’h on echu gant ze, nemet ec’h adkasin ar zonj d’ê euz eur rum klanvourien am euz komzet e læc’h all deuz o doare truezuz : ar gakoused. Ar re-man a zo zikouret gant leanezed ar Garante, ac’h a da welet ’nê, bep sun, en o c’hakousiri Siloe.
’Vel ma weler panevert Europeiz, e vije lezet a goste er vro-man kalz a dud klanv ha kalz a dud paour. Ar Fransizien dreist-holl, menec’h ha leanezed, a ro d’ê o foan hep marc’hata, dre garante ’vite ha ’vit an Au. Doue. Laromp ive, ’vit displegan ar wirione penn-da-benn : « dre garante ’vit Frans. » O madelez dreist-muzul a dalve d’hon bro bean binniget aman ’vel ar gwellan euz ar broio. He c’hreñvan harp ec’h int, ha mar deufent, ’n despet d’ê, da bellaat euz ar Siri, a renkfe hi ive, ya, renkout a rafe Frans ober he fak ha mont endro.
Mad e vije d’ar Fransizien n’ankouaat ket ze, ha rei dalc’h-mad skoazel d’ar relijiused a labour eviti er broio pell.
Ar Vretoned da vihanan am ije c’hoant da welet a-du gante. Setu perak ec’h on chomet eur pennad, ar beure-man, da verkan war baper, ’vit hen displegan divezatoc’h en brezonek, eun draik bennag diwarbenn an obero a garante a ra en Jeruzalem hon leaned hag hon leanezed. Ha na reont eno nemet ’pez a reont e-læc’h-all.