Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/321

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 303 —

bet ankouaet gant o c’hentellerien o deuz kaset d’ê o dero mad da vare an de kentan ar bla.

’C’hoaz o defo ha gant ar Vretoned a zo bet en Jeruzalem, ha gant ar re a zo da vont di.

Goude bean bet o « c’henavo », ec’h a an Au. Neumager ha me da welet ar zal e ve louzaouet enni an dud gouliet gant leanezed ar Garante, hag hon deuz komzet diouti aboue dec’h.

Ac’hane o tistroomp d’ar gær, abred aoalc’h evit ober eur vrao a ziskwiz.


————


III


Penauz e ve zikouret ar bevien en Jeruzalem : ar glaskerien.


Pa gomzan a ziskwiz, na laran ket e ven en sell da chom heb ober netra. Oh ! nan. Poanial am euz d’ober, ha kalz ; n’eo ket, avad, gant ma diouhar, gant ma fluen eo. C’hoant ganin da delc’hel envor euz ar pez a zigoue ganin dre-aman, e fell d’in lakât eun draik bennag dre skrid : daoust pegen nebeud a skrivin, e kavo ennan ma spered harp aoalc’h evit harz ouz an ankoua.

Hirie, da c’hortoz kreiste, e fell d’in rei d’ar paper ’pez am euz gwelet aboue dec’h, ha ’pez ec’h on deut da