Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/319

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 301 —

don Gwengamp ? — Ya, kent dont d’ar gouent, ec’h æn kazi bep pla da welet an Itron Varia Wir-Zikour, ha gwech e-bed na zistroen d’ar gær hep mont da welet ar Geroed da Lanrodek. - Ha penauz e hellec’h-hu hanvout an tiegez-ze ? — ’Toue sur, map henan an ti-ze, Julian, a oa deut da chom da Staul[1], hag a zimezas d’eur c’hoar d’in. — Fe, ya ’vad : breman ’welan sklær ho toare. Ma ! birviken n’am ije kredet kaout aman, en Jeruzalem, eul leanez euz a Staul, Dreist-holl eul leanez hag he dije komzet d’in deus ma farrouz Lanrodek. »

Eur pennadik e choman c’hoaz da gomz gant C’hoar Mari-Gatel, pell aoalc’h evit dont da c’houzout pe doare eo hini e zud. He zad, d’ean an hano a Vaheaz, a zo c’hoaz beo ha laouen gant e bevar-ugent vla. He mamm a zo neve varo, C’hwezek breur pe c’hoar he deuz bet. ’Vel ma weler, eun tiegez a zoare.


————


II


Eur gentel vrezonek.


Epad ma tivizen er c’his-se gant C’hoar Mari-Gatel, an Au. Neumager a dride, gant ar stad a oa ennan. Ar

vugaligo, int, a oa sard ive hag a zeblante heuilh hon

  1. En gallek : Etables (eur barrouz euz bro Sant-Briek).