Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/310

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 292 —

eul leanez. E-keit se, eul leanez all a denn dent hag a ra an dro d’an daoulagad. Na welin ket ’nê ’c’hant d’arc’hoaz ar beure gant o labour : mes gwell eo bet ganin komz anê adalek hirie. Larout a rin ive, ’skeud-se, ec’h a bemde taer euz al leanezed da glanvdi kær : mes distrei a reont d’o leandi bep noz. Ar pacha eo a bæ ’nê evit se. Na fi ket lezel e glanvourien war gont an Arabed.

Diou all, eur wech ar zun, ac’h a da welet ha da netaat an dud laour ec’h eo red d’ê bevan e-mæz ar gær, en o c’hakousiri Siloe.

c’hoaz am o da gomz deus leanezed ar Garante, penegwir arc’hoaz e tigoueo d’in distrei d’o zi a-gevred gant an Au. Neumager.


————


V


Ti leanezed ar Rozeran : ’vit a Vedouined.


Deut breman, ma lennerien ger, d’am heuilh, mar plij, bete ti leanezed ar Rozeran.

Ar re-man n’euz ket sort gante en hon bro.

Holl int euz a Vro-Siri, bet savet o urz, n’euz ket c’hoaz goall bell, evit mont da zikour ar visionerien gatolik a ble gant ar Vedouined. Ar Vedouined, ’vel ma zo bet laret, a zo Arabed ha n’o deuz chomaj e-bed.