Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/294

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 276 —

Amzer ar patriarch Abraham (bean ’zo aboue pevar mil vla) e koueaz malloz an Autro Doue war eur gær hanvet Sodom, an em gave war ribl ar Mor Maro. Æt droug ennan o welet he zud en em vreinan gant ar goasan dizurzo, e lauskaz warni tan euz krec’h, ha tan euz traou : ha setu ’nei en ludu. An *hevelep darvoud an euz neve zistrujet (er blavez 1902) kær Sant-Per ar Martinik. Mar na ve ket adsavet, ha mar dalc’h c’hoaz eur pennad ar mene Peilhet, hec’h amezek, da zislonkan tan ha moged, petra vo gwelet ’benn pevar mil vla euz kær Sant-Per ? Netra, hep mar e-bed.

’Vit Sodom, na chom ket diouti an disteran tra. Klasket ’zo bet war ribl al lagen, klasket en he *goeled. Poan golled : kavaden e-bed.

Fe, n’eo ket ni, Bretoned, a vo souezet euz ze. Eur gær ive hon deuz kolled, kær Is. He dizurzo ha dreist-holl dizurzo ar brinsez Dahut, merc’h he roue Grallon, a dalveaz d’ei bean lonket gant ar Mor : euz a ze ec’h omp sur. Mes n’ouzomp ket pelæc’h e oa. N’he deuz lezet netra war he lerc’h : biskoaz men euz he mogerio n’an euz roet krog da zant an *heor. Larout a rer ec’h int bet gwelet a-dreuz d’an dour gant lagad lemm ar *verdidi : eul laraden eo ze, ha netra ken.


————