Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/282

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


NAVED PENNAD


————


EN JERUZALEM : C’HOUÆC’HVED DEVEZ


————


WAR MENE AR GWE OLIV


————


I


’Trezek mene ar Gwe Oliv : an heol veure war Jeruzalem. — Moskeen an Asansion.


D’al lun, an 9ed a Wengolo. — Hirie ’n em gav evidomp gouel an Asansion : rak hirie e tle ar belerined ’n em vodan ’vit an oferen bred war mene er Gwe Oliv, ’læc’h ma laraz Jezus kenavo d’e ziskibien kent pignal d’ar baradoz.

Ar veleien eo arabad d’ê bean re zivezat, ’mar fell d’ê oferenni eno.

Abred eta ec’h on war droad, ha ’vit mont buhanoc’h e kemeran plas en eur oetur. N’eomp ket avad dre bont