Hadkemeret ganimp hon boto, e tiskennomp don don dindan moskeen El-Aksa. Setu ni en eur pikol kao, bolzet eus krec’h, hag enni me n’onn ket ped kant pilher. An hano a Grevier Salomon a reer d’ei : larout a rer ec’h eo bet greet gant ar roue Salomon evit lakat e gezek. Mes ze n’eo ket gwir. Ar pilhero-man a zo bet savet (pegouls ? na ouier ket) evit kompezi leuren an Templ, ha hasten ’nei war du traouien ar Sedron. N’oufe den kompren pegen braz eo darn euz ar vein a weler ’barz ar voger-diavæz, na penauz e ver deut a-benn d’o azean an eil war egile ? Bean o deuz betek triouæc’h troatad a hirder, ha pemp a uhelder. (Sellet ouz skeuden ar bajen 190).
Goude bean gwelet en e donder ar voger a ro harp euz tu ar c’hreiste d’al leuren zakr, ec’h eomp d’ober eun dro warni : rak ledan ledan eo euz krec’h. Pa vouter ar penn dre an toullo hir ha moan a zo en kurunen ar voger, e teu an daoulagad da vezevenni : ken izel e welont dindane *goeled an draouien !
’N eur hedan ar voger e kavomp eun nor a rer anei an Nor Alaouret. Drezi e tremene Jezus pac’h æ hag e teue etre Jeruzalem ha Betani. War he zreujo (neuze ’oa hanvet an Nor Gaer), e pareaz sant Per eun den mac’ha-