Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/271

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 253 —

c’het, ha gwe sipre pe gwe oliv : danve eur c’haer a vali, mar vije bet aman tud a boan, c’hoant d’ê d’ober eun dra, ha n’eo ket d’ober sin.

’N eur dreuzan al leuren e taulomp ple d’eun den a zo pignet war veg eur minaret (tour henvel ouz eun tour-tan) : huchal ’ra a-bouez e benn, ’n eur gas e vouez ’trezek pevar c’horn ar bed : « Pedet, pedet, emean. Doue ’zo Doue ha Mahomet eo e brofet. » Ar c’homzo-ze a dle ar muezzin laret evel-se pemp gwech bemde : da zav-heol, da hanter-veure, da greiste, da hanter-enderv, d’an abarde.


————


XI


’Pez a oa gwech-all war al leuren zakr. — Templ ar gwir Doue. — E istor


Gwech ha gwech e reomp eur poz, bodet endro d’eun Tad yaouank a zo roet d’imp ’vit hon henchan, ha dis-