War gont hon gouarnamant eo bet græt, en Santez-Anna, an darn vuian euz an dispigno. Mes bet eo sikouret gant meur a vadoberour ha dreist-holl gant an Tado Gwenn n’o deuz espernet ’vit se nag o foan nag o yalc’h. O fenn-rener, ha krouer o Urz, ar c’hardinal Lavijeri, an euz roet ’vit e lod an auter-veur, he deuz eun dalvoudegez dreist-muzul : eun tammo marbr a hep sort liou a zo æt d’ober ’nei, a zo bet tennet euz mengleuio an Aljeri, ha kizellet eno gant micherourien dornet euz ar gwellan.
Ker ive, sur mad, an euz koustet ’pez a weler a-hent-all o kempen diabarz an iliz. Meur a daulen a zo deut euz a Baris. Daou bod gouket-hir, hag i braz braz, ha lived en glaz-eñv, eo ar yec’hed o gwelet. Mes hast am euz da laret n’int ket bet poac’hed en eur boderi ’vel hini Pabu, ’kichen Gwengamp. An danve anê a zo pri porselen, hini glan, bet meret, troet, ha stummet en poderi Sèvres, eur boderi broaduz, da laret eo he deuz ’vit perc’hen Bro-C’hall hec’h-unan. O daou int marellet euz ar kroec’h[sic] d’an traou, ha war o c’hof e lenner distag, daoust d’ê da vean an eil war eben, diou lizeren veur : eun S, an hini gentan euz ar gir Santez, hag eun A, an hini gentan euz ar gir Anna.
’Vel ma welet, kement tra ’zo aman a digas d’imp sonj euz Frans, ya kement tra, betek skeuden an Itron Varia Lourd hon deuz enoret ’barz ar chapelik kleuz, betek min-be an Au. Ledoulx, o zo marvet pevar bla ’zo *kannad Frans en Jeruzalem, hag a zo bet, herve e c’hoant, douaret en iliz Santez-Anna. c’hoant gantan da rei e gorf da douar Franz, e pedaz e dud d’hen lezel en Santez-Anna : evitan chom eno na vije ket bean divroet.