Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/255

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 237 —


IV


Douar Santez-Anna, douar Frans. — ’Boue pegouls ?


’C’hanta ! setu deut adarre gant ma fluen, ’vel hep gout d’in, hano Frans, hano ma Mamm-Vro vinniget.

Penegwir he deuz krog, ma stago eta dioustu da skrivan ’pez a reaz vad d’am c’halon a Fransez en kouent Santez-Anna Jeruzalem an 8ed a Wengolo 1901. — Divezatoc’h e kavo an tu da ziskargan ma c’halon a Vreizad.

War lein an ti e finv goustadik an drapo glaz-gwenn-ru. Laret ’rafe ’nen unan euz iskili æl Frans, an æl a zo karget da zioall kement hini a zo aman hirie. Petra bennag n’euz aman nemet Fransizien : Fransizien a *ouenn, ’vel ar belerined ha ’vel an Tado Gwenn a ren ar c’hloerdi, Fransizien a galon, ’vel ar skolaerien yaouank. Rag n’am euz ket ezom da laret e ve disket d’ar re-man karout Frans evel eur Vamm ha komz hec’h *yez kaer, ar gallek. Evel-se ’man kont e kement ti-skol pe ti-zikour a zo dalc’het er gær-man gant leaned pe leanezed Frans, hag hen diskoel a reont en eur stignan aliez war o zier an drapo a dri liou.

Ti Santez-Anna, avad, eman al lore gantan. E berc’hen n’eo ket hen na hen euz bugale Frans, mes Frans hec’h-unan. Prenet he deuz anean pevar bla ha daou ugent