Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/225

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 207 —

kant lur. — « Divadin ? » a laro d’in ma lenner « Ya, 50 lur, ha c’hoaz eo arabad d’ean ’n em glemm. Kenkouls an ije pæet e azen 50 skouet, mar nije bet ’nê en godel e zoudanen. — Bet eo ’ta laeret ar belek paour ? — Ya, ha biskoaz a vravoc’h. »

N’eo ket an azen hepken a feurmer, mes ive e berc’hen, ac’h a dalc’hmad d’hen heuilh. Rekouret ’ve ’nen gantan a-wejo : rak aliez e ra moji-loriken e benn fall. Panevet eman ar moukr ’n e gichen ’vit rei d’ean taulio baz ha boutan ’nean gant e zivræc’h, ec’h afe e-souz elæc’h mont war rauk. Gwejo all eun taul gwink, pa zonjet an nebeutan : mes bezet dinec’h : dorn ar moukr a harp anoc’h hag a harzo anoc’h da gouean. Betek breman, kwita ? n’ho peuz nemet d’en em veuli dioutan : mes gortozet. War digare delc’hel anoc’h stard war ho torchen, e kav an tu da voutan e zorn en ho kodel, ha hep gout d’ac’h, Goaz d’ho yalc’h, mar ’man eno :