D’ar meurz, ar 27 a Est. — D’unek heur, en em gav bodet eur c’hant bennag a belerined en gar Pariz-Lyon-*Kreisdouarek, pep-hini o klask hag o kemer al læc’h a zo bet miret evitan gant Tado an « Assomption ». Ar re-man eman war o c’hont urzan pep tra, hag hen ober a reont mad-tre.
Digoueout a ra d’in kaout a-dal d’in, en em *c’hombot, medisin ar Pelerinaj, an autro Fauvel, euz an Havr : berr ’kavin an amzer gantan, rak plijout ’ra d’ean delc’hel kauz ganimp : e gomzo a zo deread, ha birvi a ra gant ar c’hoant da deski e-unan eur bern treo.
E-kreiz mac’h omp oc’h ober anaoudegez etrezomp, setu eun taul c’houitel, ha ni o tilæc’han. Heb dale eo kollet ganimp ar wel euz Pariz, hag e teu ær vad ar mæzio da laouenaat hon c’halon.
Eur blenen ledan-ledan a dreuzomp da gentan, plenen ar Bri : ken fonnuz eo da rei ed, ken ec’h eo hanvet, ’vel ar Bos[1] , unan euz grignolio Frans.
En he goude e teu eun terouer digompez a rer anean ar Bourgogn. Gwin ’ve græt dre-aman ’vel a ve græt jistr en hon bro Breiz. Koulskoude na goue ket c’hoaz dindan
hon daoulagad kalz a *winienno : ni a hed ster ar
- ↑ Plenen Chartres,