a lakent d’ober diarauk o stalio, kavo-dour, ha me ’oar petra c’hoaz ?
Gant eur c’hao-dour koz koz o deuz græt an Tado eur gambr da lakat archedo, hanval ouz eur garnel : toullo hir o deuz kleuzet en eur c’hoste anei, hag enne e voutont korfo maro o leaned ha re ar belerined euz Frans a deu da vervel en Jeruzalem. Bean ’zo enni breman pevarzek arched.
Me ive, mar digouefe d’in mervel en Douar Santel, a rofe a greiz kalon ma c’horf da c’harnel ar Mene Sion. Eno e teu kazi bemde Tado an « Assomption » da bedi, hag ac’hane, goude bean bet *dazorc’het de ar varn general, am ije neubeud a hent d’ober ’vit ’n em dougen da draouien Jozafat.
C’hwel ar penn izelan anei aze, dindanomp : n’hon deuz ’met ’n em lezel da vont war draou, hag ec’h omp en he *deun. Hedan ’ra mogerio kær en tu ar c’hreiste ha dispartian ’ra ’nei deuz mene ar Gwe Oliv, ’vel e tisparti traouien Gouedik kær Sant-Briek deuz parrouz Cesson. Ken don, avad, n’eo ket. E-tuont da ze, he goaz, ar Sedron, a red ’trezek ar c’hreiste, elæc’h hini eben, ar Gouedik, a red ’trezek an hanter-noz. Mes n’anvean en Breiz kær e-bed hag a digasfe d’in sonj euz Jeruzalem kenkouls ha Sant-Briek. Roet da homan eur ment diou wech brasoc’h, ha laket endro d’ei mogerio uhel ha teo, gant c’houæc’h pe zeiz dor : bean ’po neuze eur gær hanval aoalc’h, a-ziavæz, ouz ar Gær Zantel.
Mar lezet e-mæz ho kær ti-gar Sant-Briek, e c’hellfet gwelet ennan, gant ho fantazi, ti ar Senakl war ar mene Sion. Breman, n’ho peuz ’met sellet ac’hane gant ho