Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/19

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



PENNAD KENTAN


————


EUZ A WENGAMP DA VARSEILH


————


I


Doue hag ar Werc’hez arauk, ha me warlerc’h ! Gant piou e pelerinan.


D’al lun, ar 26 a viz Est. — N’euz forz piou a fell d’ean ober eur veaj hir, mar geo c’hoaz beo e vamm, ec’h ei d’he c’hât hag e roo d’ei eur pok kalonek ’n eur laret d’ei : « Kenavo ! » Nag a dreo ’barz ar gir-ze ! ’Vidon-me, ’pez a zo ennan da gentan eo ar *mennoz-man : « N’ankouait ket ac’hanon ! »

Hag an Itron Varia Wir-Zikour eta, daoust hag heñ n’eo ket Mamm da holl Wengampiz ? Setu perak, ’rauk en em lakat en hent evit Jeruzalem, e kemeran hent hec’h iliz. Goude bean oferennet ha pedet he Map, ec’h an d’he forched, hag eno, daoulinet dirak he skeuden vinniget, e oestlan d’ei ma felerinaj. Seblantout a ra d’in e silaou ma feden hag e lavar d’in : « Bez dinec’h, ma bugel ; n’ankouain ket anout. Me as tioallo a bep drouk. »

1