Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



EUR GIR A-RAUK


————


Euz a Wengamp da Jeruzalem e c’hell bean eun unek kant leo bennag. Gwech-all, (komz a ran euz an amzer ma save ar gristeniez a-bez, eur groaz en eun dorn hag eur c’hleve en dorn-all, evit mont da argas ar Vuzulmaned a oa etre o daouarn be hon Zalver), gwech-all ’ta e vije laket, d’an nebeutan, tri pe bevar miz evit ober ar veaj-ze ; ha c’hoaz na gontan ket an amzer a vije red kaout evit distrei d’ar gær, Ha pebez poan ! War varc’h pe war droad e vije red mont ! Da zispign ive e vije kalz, nemed bevan ’ræ an nen diwar an aluzen evel meur a belerin.

Breman, en eur zunvez, e c’heller mont euz a Bariz da Jeruzalem ; evit tapout Pariz, dre an hent-houarn, ec’h eo traoalc’h nao pe deg heur.

Setu perag, goude bean kwitaet Gwengamp al lun, ar 26ed a viz Est 1901, ha bean tremenet eun nozvez hag eun hanter devez en Pariz, ec’h arruen ar merc’her ar 6ed a Wengolo, da greiste, en Jeruzalem.

An dispign n’eo ket kennebeud euz ar brasan. Evit 100 skouet e ver douget ha bevet etre Marseilh ha Jeruzalem, mont ha dont, Gant 70 lur ec’h er euz a Wengamp da Varseilh, mont ha dont ive ; lakit eun draig-all bennag, ken nebeut hag a garfet, ’vit ho tispigno-all, ha setu c’hwi græt ho peaj evit 400 lur, Eun tamm muioc’h a binijen ho