Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —

koat sec’h ; ’rauk pep-hini anê e kerz eur pautr hag, er c’hreiz etreze, eun all, ha gantan, war e skoa, eur fuzuilh : ’michanz, o deuz da zifenn o zreo hag o bue enep ar Vedouined. Bean ’ve kalz euz ar re-man o c’hedal ar veajourien a dremen dre ar vro didud ec’h omp enni breman. En *hevelep broio hepken e kaver anê : eno ec’h hellont laerez ha lac’han hep bean nec’het. Anveet aoalc’h int gant ar Fransizien o deuz bet bevet eur pennadik en *deun an Aljeri.

Eun enebour a zo c’hoaz a fell d’hon zri Arab dioall dioutan : ar zec’hed. Setu perak, war-lerc’h ar c’hanval divezan (rak tud ha loened a dle kerzet an eil war roudo egile), e welomp eur c’hrennard a doug war e benn eur podad dour ; tost aoalc’h eman evit diskouel d’imp an euz e bod pri eur c’hof ledan hag eur c’houk ken hir ’vel m’eo striz. Peadra ’zo ennan da derri sec’hed an dud.

Ar c’hanvaled, int, n’o deuz ket kalz ezom d’evan ; an dud paour, avad, a dle o c’horzailhen bean devet. Banno an heol a goue varne a-blomm ; ha bannac’h ær fresk e-bed en *deun an draouien evit o distanan !

Hon marc’h-tan ive a dom d’ean, a dra zur. O vean eman an hent war zav, mui ouz mui an euz poan o stlejal anomp war e lerc’h : dic’houean ’ra, ha rojo ar c’hirri a ouigour hag a skrij da vreuzan hon diouskouarn. Menel, koulskoude, na reomp ket. A dammigo e savomp ha dre ma savomp e teu an draouien d’en em zigeri hag e krog ar gwe oliv d’en em ziskouel. Daou pe dri vagad gevr du a gavomp ive ha meingleunio bihan a-leiz : ’pez a diskoue nan eo ken didud ar vro. War-dro