Kaera tôl-lagad a oa ac’hano war ar mêziou, ar parreziou gant o zouriou uhel, ar bourkou, ar maneriou !
— « Sell aze en traon, Môna. Ha kredi a rafes eo hennez hon ti du-hont, el lec’h ma welez eun doen beg moan henvel ac’han ouz eur gesten gwenan ? »
Nan avat, ne grede ket sur. Na dister eo eta an traou da welet eus ken uhel !… O veza kaset ha digaset he daoulagad a bep tu, a-bell hag a dost, setu e oe Môna evel skoet en eun tôl gant eur c’hlenved iskis. Anken pe blijadur ? N’her gouie ket kaer, ar baourez kez !
Loull a oa eno er gêr, e kambr ar c’hleier, uhel savet.
— « Eman deuet ar poent, Môna. C’hoaz eur vunuten bennak hag e weli bole er c’hleier. Daoust ha c’hoant ac’h eus atô da zont d’am heul ? »
C’hoant ?… Ya, du-ze disul da noz, pa grede klevet Loull oc’h huvreal.
Evel-se a lavare Môna enni he unan. Sonjal a rea evel Milio Keïneg evit ar pez a zell ouz beaj ar c’hleier da Rom. Et oa da gambr uhel ar c’hleier, warlerc’h Loull, gant ar greden ne vije ket red d’ezi mont larkoc’h ; êt oa dreist-oll da harz he fried d’en em deuler d’an traon ma teuje ar frouden da dieuzi e baour kez penn. Koulskoude, abaoue m’edo eno dindan genou frank ar c’hleier, Môna a oa evel pa vije an dersien ganti. Gwelet a rea breman an traou e c’hiz-all. Kaer he doa beza penn kalet, n’helle ket miret da veza boudinellet, badaouet, hag evel sammet dindan bec’h eur mister enkrezus. Mar bije gwir, koulskoude, edo ar c’hleier o vont da zibrada ac’hano !… Ne ouie mui kaer petra da zonjal ha ne grede lavaret netra da Loull.
Tôl kenta an dek heur a grozas en houarn.
— « En avantur Doue ! a hopas ar zakrist. Arabad d’it gedal ac’hanon a-rôk disadorn, pe gra eveldon, va gwreg ! »
Savel oa war ar c’hloc’h brasa ha gant e zivrec’h hir e vriate anezan evel ma ra ar gefniden d’ar gelienen.
Korden Mari-Jan (ar c’hloc’h bras) a reas eur skrijaden, hag a yeas a-nebeudou e bole bras.
— « Bec’h d’ezi, plac’h koant ! » eme Loull, evel eun diskiantet.
— « Ar paour kez ! eme Vôna, kollet eo da viken ! Echu eo gantan en dro-man !… »
Hag o lavaret kement-se e kouezas d’an daoulin, digor frank ganti he brennikennou, ha n’o distage ket diwar ar reuzeudig hejet, kaset ha digaset war gein ar c’hloc’h. Prestik goude e teuas diganti eur youc’haden skiltrus. Gwelet he doa diou askel gwenn-kann o tout d’en em staga ouz ar c’hloc’h ha, zoken, ar c’hloc’h e-unan o tibrada hag o vont ermêz eus ar gambr gant Loull…
Eur pennad e chômas da zellet ouz nij ar c’hloc’h. Kredi mat a rea edo o vont hepdale da welet he fried paour o koueza war e benn d’an douar.
Eun De profundis leun a druez hag a geuz a zavas eus he c’halon d’he muzellou. Huanadi a reas adarre :
— « Eman grêt e dro er bed man gant ar paour kêz Loull Vras, sakrist Plougonan ! »
Ha ne c’helle ket kredi e chomje beo war e lerc’h. Plijadur ebet ken eviti hiviziken o testum arc’hant ar c’hadoriou… Ha da ober petra destum arc’hant pa ne dalvezfent ket da zousât kozni he fôtr koz ? Eur frouden a deuas d’ezi ive ; toui a reas ez aje warlerc’h Loull da Rom, er maro, pe gant an diaoul, n’eus fors penôs, oc’h red !
Dres d’an ampoent edo Mari-Louiz, d’he zro, o vont e bole. Môna ne c’helle ket sonjal sevel war he c’hein. Divrec’h ha diwesker hir Loull Vras a vije bet red d’ezi kaout evit an dra-ze… Ne chome ganti nemet eun dra da ober : kregi e bazouten ar c’hloc’h pa dremenje ’us d’he fenn, ha mont gantan war bouez he diwrec’h…
Sevel a eure war veg he boutou ha hi da zevel he daouarn. Re zivezat, siouaz ! Mari-Louiz a oa êt dreist ar balustr ven o leuler d’ar pevar avel son skeltr he zae arem.
Ne chôme mui nemet Kôrantinaïg. Ya, mes ken uhel !… kalz re uhel ! Môna a zellas outi ; hogen, gwelet a reas awalc’h ne c’helje biken… ha hi da falgaloni. « P’eo gwir, emezi, ne felj ket da Zoue ez afen da heul Loull war eskel Mari-Louiz da ober eun dro e bro or c’houmoul, hep mar en deus miret ac’hanon war an douar evit eul labour-all talvoudekoc’h ! »
Lavaret a rea c’hoaz : « Ar Brovidans n’am c’hrouas ket evit nijal ! »
Hag ar c’hleier a yea bepred, an eil warlerc’h egile, war-zu Rom.
Hiviziken Môna na glaskas mui nemet an hent da zisken d’an douar.
Dre ma tiskenne, e krede muioc’h-mui e oa bet drellet he daoulagad pa gredas he doa gwelet ar c’hleier o vont war nij eus o c’hambr. Kenta tra a reas o tout eus an iliz a oe sevel he daoulagad warzu an tour.
— « Na petra lavaren-me ? emezi ; eman aze an tri gloc’h en o lojou… Kôrantinaïg, Mari-Louiz, Marie-Jan… Fur int, end-eün, hag evel fez o veza bet ken hejet bremaïk ».
Ha Môna da huanadi ha da ober sin ar groaz, hag hi da vont dre ar vered da glask izili he faour kez ozac’h.
Hepdale e tigouezas gant Poezevara, au touller beziou, c’houez-dour dispen o chacha war gerden ar c’hleier.
— « Klaskit ganen, Poez, klaskomp da vihana ar pez a chom dioutan ».
- (Da heuilh)
- Anatol ar BRAZ.
- Troet en brezoneg gant Pluenzir.