Pajenn:Le Braz - Chansons bretonnes.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
CHANSONS BRETONNES.


O coll ar wél a di ’r Poullé :
Al leui van éno em goudé !

Al leui van éno em goudé,
’N ti ma dous coant, Mari ’r Poullé !

Hac he vreudeur euz hen clewed
An eil d’éguilé deus laret :

— Tôlomp-han er mor da veuzan
Pa n’am emp joaüsted outhan ;

Tôlomp-han er mor d’ar pesked,
Pa na ro d’imp neb joaüsted.

Ar mab hénan, p’hen eus clewed,
D’he vreudeur hen eveus laret :

— Ma breudeur kér, mar am c’haret,
Ewit er mor n’am zôlfet ket,

Ewit er mor n’am zôlfet ket,
Da veza bewans d’ar pesked.

Ma lakêt ’n costè eur garrec
Da verwel gant naon pe zéc’hed.

Tri dé ha ter noz ec’h ê bét
Ar mab hénan war ar garrec,

Ar mab hénan war ar garrec
Hep n’hen eus bet naon na zéc’hed.

II


Ar verdédi a lavaré
Da vestr al lestr eun dé a oé :

— Holà ! mestr al lestr, arrétet,
Nin wêl merdéad fortunet,