Pajenn:Le Braz - Chansons bretonnes.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
110
CHANSONS BRETONNES.


An teodô fall zo commanset
Na da drouc-parlant ’n ho eneb :

— Du-hont, émê, ’bars al lannec,
A zo daou forban diskennet,

Hac eur plac’h fall a zo ganthê.
Poent ê ho c’hass kwit a lec’h-sé.

Santez Dunvel, p’hi deus clewet,
Na d’he breuric hi deus laret :

— Commans a ra ’n dud, ma breuric,
Da drouc-comz eneb d’ho mérit.

— Ma c’hoaric, ézomp kwit éta,
Pa n’am emp peuc’h deus an dud-ma.

Tre ma vô daou en Kerjulvé,
Biken nemert teodou na vé.

Ac’hanè ec’h int partiet,
Ha gant an hent ec’h int dalc’het.

En eur c’hoadic int arriet,
Coat-an-Derwen ec’h ê hanvet ;

Coat-an-Derwen ec’h ê hanvet,
Hac he fénity deus savet.

Pa oent bet éno eur penned,
An dud arè zo commanset,

An dud arè zo commanset,
Da drouc-parlant en ho éneb.

Ha Dunvel a c’houllè neuzé :
— Pétra vo grêt deuz an dud-sé ?

Lezel ho réfet, ma breuric,
Da drouc-parlant deuz ho mérit ?