Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
CHANSONS BRETONNES.
Pa oa deuz an dôl o coanian,
’Tont eun El da laret d’ezhan :
— Igunet, ’mê ’n Elic Doué,
Poent ec’h ê d’ac’h chanch a vuhé,
Ha mont breman d’ar Gristéned
Elec’h ma véfet badézet.
He c’hoar Dunvel p’hi deus clewet
Da oéla a zo nem laket,
Da oéla a zo nem laket,
Ha d’he breuric hi deus laret :
— Ma breuric, mar am fermétet,
Me iel ivé d’ar Gristéned,
Me iel ivé d’ar Gristéned,
Elec’h ma véfomp badézet.
He iontr Minic, p’hen eus clewet,
Da oéla a zo nem laket
Du oéla a zo nem laket
Ha d’lgunel hen eus laret :
— Ma nizic, mar am fermétet,
Me iel ive d’ar Gristéned,
Me iel ive d’ar Gristéned
Elec’h ma véfomp badézet.
II
Ho zri ec’h int ’ta partiet.
Da gér Vetléhem ec’h int ét,