Pajenn:Le Braz - Chansons bretonnes.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
CHANSONS BRETONNES.


Gannet dije anhei er fad
Gant an daelo he daoulagad.

Iannic Herri a lavarè
D’he vartoloded ha neuzè :

— Martoloded, mar am c’héret,
Ma c’hourc’hemen da Vari grêt.

Laret d’hei gwerzan he c’hiri,
Dont d’an Turki d’am ransoni.

V


Mari ’r Priôl a lavarè
War an treuzo en he c’hoazè.

— Me a glew trouz ar c’hanono :
Iannic Herri ’zo ‘tont d’ar vrô.

Met ar pavillon ’zo en dû…
Adieu, ma dous, n ’ho kwelin mû !

Mari ’r Priôl a c’hou1ennè
Deuz at vartoloded, neuzè :

— Martoloded, d’in-me léret,
Iannic Herrri plec’h ê chommet ?

— Gant an Turkianed ec’h ê êt,
Rac bet ê ganthê comerret.

Laret ’ra gwerzan ho kiri.
Mont d’an Turki d’hen ransoni,

VI


Mari ’r Priôl a lavarè,
Bars an Turki pa arriè :