Pajenn:Le Braz - Chansons bretonnes.djvu/15

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
CHANSONS BRETONNES.


— Iannic Herri, d’in ho léret,
Deuz a bétra ec’h hoc’h carget ?

— A alamandres hac a graou,
A win clêret betec an traou,

A win clêret betec an traou ;
Beza po da dafa, ôtraou ?

— N’am emp ezom na craou na gwin ;
N’mert out, Iannic, na c’houllomp kin.

Te dei ganemp-ni d’an Turki
Nac ewit hen em ransoni.

Te labouro ’vel eun ijen,
En amzer domm, en amzer ien.

Iannic Herri, e giz da vouéd,
N’has po met kerc’h ha lann pilet,

N’has po met kerc’h ha lann pilet,
C’hoas a vi dornet gant ar fouét.

Iannic Herri, p’hen eus clewet,
Da gargan ’r c’hanono ’zo êt ;

Tric’huec’h canon hen eus carget ;
P’oa o cargan an naontekvet,

P’oa o cargan an naontekvet,
Biz-meud he zorn hen eus troc’het.

— Itron Varia ar Folgoat,
Leûn ec’h ê ma roched a wad !

’N kichen Mari ’r Priôl ma vijenn,
Honnes dijè hi c’hannet gwenn,

Honnes dijè hi c’hannet gwenn,
Hep câd dour stanc na dour feunten.