Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Braz - Chansons bretonnes.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96
CHANSONS BRETONNES.


Pélec’h ec’h ét pé ec’h hoc’h bét,
Pe hoc’h eus esper da voned.

— Hac hoc’h afer, ôtrô, n’é ket,
Pélec’h ec’h ân pé ec’h on bet

Pélec’h ec’h ân pé ec’h on bêt
Pe am eus esper da voned.

— Ma retornes biken d’has pro,
Me reprocho dit da gomzo ;

Ma retornes, Iannic Herri,
Te baeo da c’hlorusted d’in !

IV


Iannic Herri a lavarè
Treuzec ar gêr pa distroë.

— Mar garri an Turkianed,
Dre zur er gêr n’arriin ket.

Na ma fachic, ma faj bihan,
Te zo dilijant ha buhan,

Pign er wern-gestel huëllan
Da wéled pélec’h omp aman.

Ar paj bihan a lavarè
En traou ar wern pa arriè :

— Tréménet ’m emp ar Spagnoled,
Mes an Turkianed n’am emp ket.

N’eo ken he c’hir peurachuet,
Iannic Herri ’zo saludet.

Iannic Herri ’zo saludet
Gant Roué an Turkianed :