Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
A. LE BRAZ
————
CHANSONS BRETONNES
GWERZ AN OTRO A GERNEWÈ
An ôtrô deuz ar Gernewè
’N eus grêt ober eul lestr newè.
’N eus grêt ober eul lestr newè
Da gass en prézant d’ar Roué.
Ar mab hénan a lavarè
D’he dad, d’he vamm, er Gernewé :
— Ma zad, ma mamm, mar am c’haret,
Gant al lestr newé me n’ in ket.
Rac ma c’halon na badfe ket
Gant c’houez ar mor hac ar pesked.
— Drouc ha mad gant neb a gomzo,
Gant al lestr newè c’hui iello ;
C’hui, mab hénan, vô mestr ennhi,
Ho preudeur vô d’ac’h merdédi.
I
Mab ar Gernewè a larè
En bord an ôd pa arriè :
— Crenv ê ma c’halon pa na rann
O coll ar wél diwar Sant-Iann,