Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —


Mar da madou an Ilis, leveou an noblanç
Gant canfartet an distric, c’houi, pa guefot ho lanç,
Var an distric e-unan ho po lec’h da goeza,
Da c’hortos ive, d’ho tro, eur rum all d’ho pilla.

Marcha eta, va broïs, a renqfot ho tispit.
Ha derc’hel d’en em laza, hep henor na profit ;
Ar c’hrog a vo d’ar c’hrénva, ha c’houi, evit loden,
Pa vo lonqet an histren, ho pezo ar groguen.

————


Furium, homicidum, adulterium inundaverunt terram, et sanguis sanguinem teligit. Jer.

————