Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —


Var droad o deus, emezo, treuzet fonç ar Môr-Ru,
Ar mân hepqen o bevas daou-uguent bloas diouch-tu.
Eur goabren o rëne hac en deiz hac en nos.
Penos o deffe credet an traou-ze, mar boant faus ?

Maro int gant ar sec’het, hac evit o recour,
Moyses deus eur garrec a ra sailla an dour.
Côs ha yaouanq ec’h evont eur ar memes sourcen ;
Eun avantur qer public ne deo qet eur fablen.

Doue, e creiz ar gurun, a ra entent e vouez ;
Divar menez Sinaï, tout en e c’hlêvont frès,
O publia e Lezen : ne gollont qet eur guir ;
Ret e vijent oll sorcet, ma n’en deo qet se güir.

Mes qement a dud sorcet a zo marvaillou all,
Ha marvaill evit marvaill, e ve ret beza dall
Imajina eur voyen a zo impi ha foll,
Evit contest miraclou attestet gant an oll.

Ne avancin qet hirroc’h, rac va intantion
N’en deo qet ober amàn eun dissertation.
Hac ar pez, ispicial, a zisplij muia din,
Eo rancout qen alies rêi dêc’h an demanti.

Mar qerit lenn hoc’h-unan gant eur speret poset
Levriou ar Scritur-Santel, e vezot didromplet :
Ne remercot qet eno langach an trompleres,
Mes langach ar virione hac hini ar furnes.

Dalc’hit da examina ha lennit pen-da-ben
Doctrin an Hebreanet, hac e velot ouspen
Ne zeus qet eur figuren, na memes eur chabist
Na gundu directamant da lezen Jesus-Christ.