D’ar Gonvantion e cafac’h e ve re a fatiq
Ma ranqfe en em dransport a bez en peb distriq,
En peb bourg, en peb famill, var ar meaz hac en qær,
Da notifia dezo qement decret a rêr.
Mes, salocras, eur Roue evel eur Republiq,
O deus en peb tribunal officerien jurdiq
Da intima o urzou d’ar rest ar sujedet :
Maleur neuze d’an hini n’o executo qet.
Er fêçon-ze, Mab Doue, qen qüittât ar bed-màn,
En deus choazet ministret carguet da bublia
Ar maximou important eus ar zilvidiguez,
Hac urz d’an oll da zelaou evel Doue memes.
Ar soumission, ar respet, ar memes deferanç
Dleet d’al legislatour, a zo, en conscianç,
Dleet d’ar re zo ive carguet eus e urzou,
Pa zeo güir ne labourout nemet en e hano.
Doue zo oll-galloudus, hac a ell, evit güir,
Parlant ouzoc’h e-unan, hac hervez ho tezir ;
Mes goulen ze zo injust, eur veach ma ouzoc’h
Eo deus e bers assuret e parlanter ouzoc’h.
Avanç, n’oc’h eus neb oblich da gredi an dud all,
Eo disclêria d’ar publiq oc’h eun orijinal ;
Rac nac a rapport bemde na selaouit-hu qet,
Hac a gredit gouscoude, hep o beza güelet !
N’oc’h eus grêt nemet clêvet histor Spagn ha Brô-Sauz,
Ha biscoas n’oc’h eus credet ec’h ellient beza faus.
Réson oc’h eus ; mes ive ne zeus histor abet
Credaploc’h eguet hini Legislatour ar bed.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/59
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —