D’abord, ne zeus neb douetanç na ell Doue parlant
Langach an oll dud marvel, pa zeo oll-buissant ;
Hac an dud, eus o c’hostez, n’o deus bet ar rêson
Nemet evit ma eljent receo instruction.
Naturel eo d’an autrou parlant ouz e vevel,
Ar roue eus e sujet, an tad ouz e vuguel.
N’en deo qet injurius qen nebeud d’ar C’hrouer
Parlant ouz e grouadur, qelen e servicher.
Ne eller eta oppos d’ar revelation
Nac impossibilite, na contradiction.
Ne meus ive da brouvi nemet eun dra hepqen :
Eo Doue deut, en effet da redima an den.
Var an douar ne arru netra dre accidant,
Dre chanç, na dre avantur ; just eo dre gonsecant
Anaout eo ar Brovidanç en deus ho preservet
Bars an oll danjeriou-màn : anes voac’h oll collet.
An dud a voe gant Doue crouet expressamant,
D’e anaout, ha d’e garet ; mes allas ! ar serpant
O dallas, hac e sònjont stourm ouz Doue memes ;
Mes, allas ! victim int bet eus o dallidiguez.
Mes ar C’hrouer a voezo repari e labour,
Humilia’n drouc-speret ha rêi demp c’hoas sicour :
Infinit eo e c’halloud, leun eo a drugare,
Jalous eo diouz e enor, ne vanco qet da ze.
Me rayo var ar poent-se moyen d’ho contanti ;
Mes teulet plê dre avanç : ar rêson ne dle mui
Contesti lezen Doue, eur veach ma parlant ;
Ar rêson a dle tevel indubitablamant.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/55
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —