Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —


Ne vo qen eus en derc’hel nemet Droajou an Den,
Decrejou impuissant, ordonnançou payen,
Grêt gant tud hep qalite falloc’h tud egueta ;
Mar guell cuzat e grimou, ne risq eta netra.

Da refuti blasfêmou eur seurt hugunodet,
N’en deo qet ret, va broïs, mont da glasq doctoret :
Ar sans-commun a lavar d’an oll eus un Doue,
Ha conscianç peb-hini a brouv eus un ene.

D’abord, en qement contre na bro zo habitet,
Ellec’h ma poaz an domder, ellec’h ma frim bepret,
Etouez an dud sovacha e veler gouscoude
Eun anaoudeguez benac deus an Divinite.

An dud a goll er bed-mâ sonj eus a guement zo ;
Varia ra o langach, chench a reont a vrô,
Ha dishanaout o ferc’hen memes, gant an amzer ;
Mes biscoas n’o deus gallet dishanav eur c’hrouer.

Mont a ras deus o memor meur a virionez all ;
Abred e voe neglijet meur a vertus moral ;
Mes e qeit ha ma chommas tam sqiant en o fenn,
Biscoas an Divinite na voe ancouêt a grenn.

Evit güir, ar bayanet ne vouient qet a sur
Ne zeus nemet un Doue, hac eo eur speret pur ;
Sot avoalc’h e voent memes, qent tremen hep hini,
D’er multiplia, siouas, ha d’en difiguri.

Ma vijent bet er greden eus eur seurt tromplêson,
E vijent bet attantif rac langach ar rêson ;
Oumâ, pa gomz ouz Doue, a lavar c’hoas ouc’hpen
Ne zeus effectivamant nemet unan hepqen.