Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —


Ne zeus na form, na proces diarauc ar suppliç :
Peb bourreo en e guever a vassacr en e c’his.
Assommi, beuzi, tenna, o drailla a beziou,
Hac ar rest, sqüis o laza, exilet deus o brô.

Enor dêc’h, ô va c’hontre ! n’en doun pelloc’h qer trist ;
Pourvei a rit merzerien da Ilis Jesus-Christ.
Plijet gant Doue, outrajet dre guellies a grim,
Ho pardoni en faveur qellies a victim.

O merzerien jenerus ! ne voa qet dign ar bed
D’ho possedi davantach. Allas ! ni zo chommet
En draounien-mâ a c’hlac’har, ha ne ouzomp doare
P’eur deus prison ar c’horf-mâ en em velet pare.

Ma na ellomp, eveldoc’h, rêi da Zoue hor goad,
Ni en chencho en daerou, ha dre hon daoulagad
Evit hon merzerenti a garre en sqüilla
Hac appesi e goler dre al lom diveza.

O Religion santel a Jesus, va Doue !
O tron meurbed venerabl a Vourbon, va Roue !
Abaoue daouzec cant vloas ma voac’h ganemp o rën,
E rec’h consolation ha gloar ar Francisien.

Mes tremenet eo amzer ar peoc’h hac ar justiç.
Franç, va brô, n’en dout pelloc’h nemet repu ar viç ;
Lazet ec’h eus da Roue. Renonç a res d’ar fe :
Er bed oll e tetester da vaximou ha te.

A guichen ma sav an eol bete plaç e gousqet,
An hano sacr a Jesus a zo glorifiet.
Ne adorer qen Doue nemetàn en Europ :
Franç e-unan zo payan... Franç a zo hugunot.