Crimou all zo da ober, ha da renta an oll
Effrontetoc’h da bec’hi, hardissoc’h d’en em goll,
E renonçont assambles, dre’r santimant public,
Da religion o zud côs, d’an Ilis catholiq.
Rac-se ouz ar vêleyen ema’r brassa furor ;
Ma na reont ar sermant, ha prelat ha pastor,
Oll e vint exterminet, ha mar prestont al le,
Int livret d’an disesper, d’ar vez, d’ar baourente.
Qement seurt calomniou a eller da sònjal,
Traou impossubl da gredi a glêver da damal
D’ar re santela memes deus an dud a Ilis,
Evit lacat ar gommun da gaout outo maliç.
Ar barossiou eur veach privet a vêleyen,
An Ilis a vo pillet, hac ar bobl n’o deo den
Capabl pelloc’h d’o c’helen, na da zisqeuz deze
Ar precipiç a valeur a gleuzer dindanne.
Cetu aze ar myster a glasqer da guzat :
Al le zo eun digare ; mes gout a rêr ervad
Pa na sònjer da ober nemet peb fallente,
Tud a Ilis en eur vrô a zo bepret a re.
Ar guær infam a Baris a ro dre gonsecant
Ar signal da arrêti en peb departamant
An oll glerge catholiq. Urz ar Gonvantion
Eo alumi’n o enep ar bersecution.
O Ministret an Ilis ! c’houi oll, pastoret mad,
Prest eo ar gurunennou ; digor eo ar gombat.
Qimiadit deus ho ténved hac antreit en liss :
Ho puez a c’houlenner bremâ en sacrifiç.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/20
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —