Tud dallet, tud variant, consultet a levri
Evit piou eo ret mervel, evit piou combatti ;
Goude ar poltret fidel a meus grêt deus a Franç
N’oc’h eus affer da zelaou nemet ho conscianç.
Ho Roue var an douar, hac o Toue en Eê
A outrajer dirazoc’h. Ret eo venji anê ;
Enor ho Religion, droajou ar gurunen,
Ho Toue hac ho Roue, n’oc’h eus qen da zifen.
Dindan domination muntrerien ho Roue,
Ne zeus hini ac’hanoc’h assur eus e vue,
Ha nebeutoc’h assuret da gonservi ho tra
Gant tud n’en dint revoltet nemet evit pilla.
Mes, hac o pe ar bed-màn da bartaji gante,
Petra’ zervicho dêc’h-u, mar collit hoc’h ene ?
Or, daonet sur e vezot, ma heuillit maximou
Ar bayanet zo bremàn o cundui ho prô.
Ar buissanç tamporel a ell, me a gonsant,
Pa vez fontet gant justiç, caout furmou differant ;
Mes doctrin an Aviel eo ar güella souten
Da bep seurt gouarnamant, memes Republiqen.
En risq eta da veza esclav d’ar Republiq,
Dalc’hit mad da viana d’an Ilis Catholiq.
Maleur dêc’h anes ounnes. Hac ar pez zo tristoc’h,
Qement a deuy ho coude a vo voas ac’hanoc’h.
Ar vugale maleurus a zo c’hoas da c’henel,
A grio venjanç varnoc’h gant daerou eternel,
Da veza serret outo dôr ar zilvidiguez,
En defot, bete’r maro, souten ar c’hristenies.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/100
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —