Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —


— « Ya. Hag aman, tostoc’h d’eomp-ni, eman an aotrou Bleunven, a oa Kure en hor parrez p’edo Laouig, er penn-kenta eus e skolaj.

— « Hen eo a brezeg, war a gonter ? »

— « Ya ; hen eo. »

— « Plijadur a reio d’ar barrez e glevet. »

Digor eo dor porz ar presbital. An dud a c’hell gwelout ar beleg yaouank daoulinet war eur gador-vourell, eun avieler hag eun abostoler a bep tu d’ezan, ha ganto o zri dilhad alaouret, lugernus dindan an heol. An aotrou Person a denn ar groaz arc’hant diwar he zroad, hag a ro anezi da boket d’an aotrou Laouig. Mouez ar beleg a