Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


IX. — SOUDANENNET

Holl barrisioniz Landunvez a welas Laouig gant e zoudanenn da zul vras ar Rozera. En oferenn-vintin pa zavas betek pazenn uhela an aoter da zigemerout an osti zantel, kement hini a oa en iliz a bedas kalonek evid an den yaouank. Goulenn a rejont digant Intron Varia Gerzent beilha war o « danvez beleg ». Evito, Laouig n’oa ket mui mab ar Penker : Laouig a oa breman Kloareg Landunvez.

D’an oferenn bred e voe muioc’h ar sellou warnan. Pa weljont Laouig o tont eus ar sakreteri, goude ar gurusted hag ar sakrist, gantan eur zoupiliz nevez-flamm ha gwenn kann, ar wazed a zavas o fenn. Doare vat a gavent da Laouig gand e wiskamant