Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —
— « Sebezet oun, Laouig, ouz da zelaou. Evidon-me a gave d’in, zur, n’ez ae da veleien nemet ar vugale vat diwar ar maez, ha c’hoaz ar vugale baour. »
— « Doue ne zell ket ouz madou ar gerent. Klask a ra beleien e-touez tud eus a bep stad. »
— « Ya, ya ! Gouzout a ran n’eo ket Doue eo a zizonje eus an dud pinvidik. Met kaout a rae d’in ar gerent hag o doa eun tammig danvez, zoken war ar maez, ne lezent ken o bugale da gemerout an hent-se. »
— « Gwir eo ne dleer ket kounta war ar velegiaj evit dastum peadra. Met ar gerent a roio o bugale da Zoue o devezo muioc’h a veritou. Hag e Lesneven ez eus meur a hini da vont da Gemper er blâ-man. »