Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —


— « Bennoz Doue d’ezo ! Distro breman da Gerlagen. Ha deus aman warc’hoaz kerkent hag an aotrou Kure. »

Ar breudeur hag ar c’hoarezed yaouankoc’h a jome sioul e-pad ar marvailh-ze. Sellet a raent hepken ouz o breur Laouig gand eun ear da, lavarout : « Petra deuio heman da veza ?… » Ar vihana, Soazig, daou vloaz hanter d’ezi, a gomzas da genta. Gervel a reas Laouig, hag e tiskouezas d’ezan ar Groaz a oa a-zioc’h an daol :

— « … Aouig !… Aouig !… ezu !… ezu ! »

— « Mignonez out da Jezu ? » a c’houlennas outi Laouig. Hag ar vi-