Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95
bertele

Noz eo anezi. Bertele ha Godig da gousket, eur bod spern e-kreiz o zal ha mut o zeod. Nikun anezo o-daou ne glozas lagad ebet en noz-se penn-da-benn. Seblantout a rae d’ezo edont o vont da glevout bê-bê Bouchig o c’houlenn digor diganto, goude beza bet o touza an drez, war girzier ar vro. Hag o c’halon baour a lamme en o c’hreiz, hag e redent, piou da genta, da bokat d’ezi, o zeñzor.

Pa ne gouskent ket, e klevjont an horolaj. N’he c’hlevent nemet re, ha n’edont ket o-unan e Lokeored. Ez it da welout ha gwir eo.

« Petra an diaoul eo kement-mañ ? » eme Vertele, o sevel spontet en e wele-kloz hag o tigeri ar stalafennou da glevout gwelloc’h. « Nann ! nann ! eur gwalleur ne c’hoarvez morse e-unan. O ! Paohir ! Klevout a rit, Godig ? »

« Ya, emañ an eur o son… Dek eur eo anezi. »

« N’eo ket nav eur c’hoaz, hag ez eus bet unnek taol ! Klevout a rit ? Daoñ ! daoñ ! daoñ ! Son a ra c’hoaz ! son a ra bepred. An eur war-lerc’h an eur ! hanter-eur ebet ! Hanternoz ! eun eur ! div eur ! teir eur ! peder eur ! kollet eo e benn gantañ ! Daoñ ! daoñ ! Na buan ez a ! Daoñ ! daoñ ! daoñ atao ! Emañ an teuzed (lutined) o c’hoari ar wech-mañ avat ! Eun diaoul bennak a zo o kas anezañ, sur tandelo ! d’an daoulamm ruz ! Daoñ ! daoñ ! daoñ ! Ma n’eo ket Paohir eo ! Daoñ ! daoñ ! daoñ ! N’ehano ket ! »

« Petra a vezo goude, Bertele ger ? »

« Petra, Godig ? Ne welit ket eo trelatet va horolaj ? Hag oun-me, bremañ da viken, eun den kollet ! Petra ’vezo lavaret warc’hoaz-vintin diwar va fenn e Lokeored ? Astenn a raio an dud o biz etrezek ennoun ! Me a zo dizenoret, Godig ! Me a zo dizenoret ! A ! Paohir milliget ! Biz an dud war-du ennoun ! »

« Biz an dud war-du ennoc’h ! Jezuz, Maria, Kredo ! »

« Eun horolaj evel hennez ! eun horolaj, enor Bertele, e-giz ma’z eo, e-giz ma oa Bertele enor Lokeored ! eun horolaj ha n’eo ket bet direnket morse evit ar wech ! eun horolaj ha n’eus ket aet eur gwenneg morse da renka anezañ ! Pe seurt liou a vezo warnoun ! Mervel a rankan dioustu ! »

Aet a-walc’h e vije ouz ar groug panevet e talc’has Godig start warnezañ.

Hag an horolaj adarre : daoñ ! daoñ ! daoñ ! c’houec’h eur ! seiz eur ! eiz ! nao ! dek ! unnek ! daouzek !

« Kreizteiz ! » eme Vertele, « ha n’eo ket savet an heol