Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67
LAOU HA PER

E-keit ha ma storlok ar vaz, e-giz ma vefe an derzienn gantañ, e teu da soñj da Ber emañ ar vuoc’h er c’hraou c’hoaz, ha n’eo na goroet, na bouetet, na douret, hag uhel an heol koulskoude.

Dre eurvad eo nasket ar vuoc’h. Paneve da ze e rafe e-giz ar wiz, e hejfe an nor a zo war he c’hraou, e lakafe ar prenn da goueza, hag e redfe kuit da reujal (ober reuz).

Ha Per da zinaska ar Vriz. Mes en eur vont e soñj :

« Yannig a zo aze o ruilhal war al leur-di, ha gellout a rafe skuilha va laez d’in adarre ! »

Ha samma a ra ar ribot war e chouk :

« E-giz-se, » emezañ, « ne c’hoarvezo droug ebet na ganin na gant va mab. »

Ha tenna a ra dour d’ar vuoc’h a zo o vlejal :

« Ha yun a zo hirio ? »

Doun eo ar puñs, ar sparl ne dro ket mat. Diskenn a ra ar sailh (kelorn) evelato, met ne garg ket. Per, prim an tamm anezañ, a bleg e gorf war ar vardell da heja ar chadenn, hag al laez a liv e vleo a-barz mont da wenna an dour… (Aet eo an dienn da get !…) Ha Per a laosk eul ledoued pantier (mezvier).

« Hag ar vuoc'h ? » emezañ goude. « N’ouzon ket goro, siouaz ! Penaos sacha war ar bronnou, o kas hag o tigas ar bizied ? Penaos gwakaat an tez ? Hag an taoliou lost ? Penaos azeza war eur skaon vihan gant eur girin war va barlenn, ha lakaat al laez da zivera eeun enni ?… Bah ! evit eur wech, ne vezo ket falloc’h ar vuoc’h gant he laez, ha koulskoude, me a blijfe a-walc’h d’in eur banne laez goroet dioustu… Re ziwezat emaoun da gas anezi da vaez. Hogen, aze war an doenn ez eus foenn druz ha n’am eus ket bet soñj da droc’ha. Ken a ze : eun droug a dalv da eun dra vat bennak. Ne gollo ket Brizig evit beza chomet er gêr.

Kas ar vuoc’h war an doenn n’eo ket diaes : evel an tiez d’ar mareou-se, hini Per a oa harp a gein ouz eur savenn-zouar, hag an doenn ne oa ket kalz a sao ganti.

Ha setu ar vuoc’h en he feuri uhel, eur gwir foenneg.

Per avat ne c’hell ket chom eno da ziwall anezi : lein a zo d’aoza ha da gas d’ar falc’herien, a zo gleb par-teil emichañs, e lec'h heñ, Per, a zo mat dispar ar stal gant e roched, sec’h kement neudenn enni, nemet ar re o deus bet laez.

Ijin a zo deuet da Ber (a soñj d’ezañ) abaoe m’en deus laosket ar chistr da vont da goll, ha ne c’houlenn ket lakaat