Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/46

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
46
konchennou


Estlamm ! Lavarout a reont e lec’h seni :

« Marc’h en deus diskouarn e varc’h ! »

« Setu ar ger kuz ! » eme Yeunig d’e zañserez.

« Ha gwir ? » eme houmañ.

« Allas ! ya ! »

Hag ar bombardou da ziston :

« Marc’h en deus diskouarn e varc’h ! »

Hag an holl o daoulagad war Varc’h. Hemañ ne oar ket perak e sell kement an dud outañ.

Mont a ra er-maez eus e delt, ha lavarout a ra :

« Dañsit laouen eta, tud vat. »

Kerkent eun taol-avel a zeu da bila tog ar roue, ha setu diskouarn e varc’h stag ouz e benn a-wel d’an holl. Hag int, neuze :

« Marc’h en deus diskouarn e varc’h ! »

Hag ar roue d’ar red da soucha gant ar vez. Met e droad a riskl, e benn a sko ouz eur roc’h, hag an dud a glev eur skrijadenn skiltrus gant eur vorwreg pignet war gein eur marc’h diskouarn-den d’ezañ. Hag int a youc’h :

« Hemañ eo Morvarc’h, marc’h Marc’h, roue Poulmarc’h ! Hag an diskouarn a zo ouz penn Morvarc’h eo re Varc’h ! Ha diskouarn nevez Marc’h eo re e varc’h Morvarc’h ! »

Taolet ha distaolet eo Marc’h gant an tarziou digalon, hag hep dale eo lonket ganto.

Ar friko ne ehan ket evit-se. Betek hanternoz ez eus reuz gant an dud a gan dalc’hmat :

« Marc’h en deus diskouarn e varc’h ! »

Merc’h Marc’h hag e fried, ha Yeunig ivez hepken a ra kañv d’ar roue Marc’h.

Antronoz pa ’z eo dihunet an dud, ez eont da sellout ouz al lec’h m’en devoa ar roue faoutet e benn. Eur penn-den diskouarn-marc’h d’ezañ, a oa roudennet er roc’hell. Ha raktal e cheñchont ano a bro : ne vezo ken Poulmarc’h, hogen Penn-Marc’h.

Courrier du Finistère.
genver, c’houevrer 1905.