Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
DIENEZ

An aotrou Delamonnoye eo a oa enni. Klask a rae lakaat e droad war ar skeul en devoa harpet outi da bignat enni. Leun-chek e oa e c’hodilli gant an avalou. Diskenn avat ne c’helle ken.

« Traou Doue ! » eme Zienez, « ha gwir eo e oa c’houi, eun den pinvidik-mor eveldoc’h, a veze hag a zo o laerez mad ar paour ? Ne oar den ebet an dra-ze c’hoaz, piz a zo ac’hanoc’h ! Bremaik avat e ouezo an holl, m’hen tou ! »

Ha Dienez a c’halv an dud. Ar re-mañ a ra an hu war an aotrou. Eun den tost d’e yalc’h ne vez ket karet morse.

Hag an aotrou neuze, ruz gant ar vez :

« Deus d’am sikour, Dienez ; me da baeo ! »

« Ne ran foueltre kaer ebet gant hoc’h aour ! »

« Deus ! Deus! »

« Tra ! Tra ! »

« Mat, » eme an dud, « Ra grevo an naer laer gant he c’hofad ! »

Ne voe lezet an aotrou da ziskenn nemet pa skignas an noz he goueliou du, ha Dienez a lavaras d’ezañ :

« Evit ar wech-mañ ne lavaran netra ken, Aotrou e Yalc’h ! Met eur wech-all, diwallit ! rak da viken e chomot e-touez an avalou a blij d’eoc’h kement ! »

An aotrou ne c’houlennas ket marc’hata, hag heñ d’an traon ker buan ma voe darbet d'ezañ brevi e c’houzoug, ha morse ken ne voe gwelet war-dro ar wezenn-avalou… Diwezatoc’h, marteze, e tigemeras gwelloc’h Sant Per ha Sant Paol.

… Me a gav d’in e oa gwir, eme ar bod brug-all, rak klevet em eus kement-mañ :

Eun devez, Dienez a gouezas klañv. An Ankou o tont a lavaras gant e gornailhenn spountus :

« He ! Dienez, deus ganin ! Dare out ? »

« Ya 'vat ! mignon ! pa ’z eo gwir n’em eus tamm foeltr netra ebet da zilezel na da lakaat em arched (ma vez graet unan d’in), ha pa ne rebech va c’houstiañs seurt ebet d’in, nemet marteze beza bet re daer e-keñver an aotrou Delamonnoye, soñj hoc’h eus ? »

« Eun tammig, met an dra-ze n’eo ket kalz a dra. Pardonet e vezo d’it aes-aes. Ha neuze, poent eo d’an aotrou-se cheñch buhez, rak warc’hoaz da noz e teuio ganin »

« Ha me ? »

« Te ? bremañ dioustu !  »