Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/292

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
292
konchennou

« E lagad kleiz, » a respontas Troc’h-Yalc’h ken dinec’h ha tra.

« Archerien, » eme Gouer, « ha n’em boa ket lavaret d’eoc’h ? Hemañ a zo unan eus al laeron ! »

« Gwir eo, » emezo. « Gaouiad vil ! al loen-se a zo sklaer-dour e zaoulagad. »

Lakaet eo ar minotezou da Droc’h-Yalc’h.

En eur vont da blas an deñved e tremenas Kouer hag an archerien dre blas an dilhad koz.

« Tregont skoed a rankan da gaout evito, » eme eun den eno.

« M’ho pefe tregont lur ne vefe ket fall. »

« Tregont skoed ? »

« Dek. »

« Pemp warnugent ? »

« Dek. »

« Ugent ? »

« Liard ebet, » eme an archer. « Ar re-ze a zo dilhad laeret ! »

« Laeret ? Ar re-ze eo dilhad va eontr Fañch Chapel-ar-Viou, Doue d’e bardono ! »

« Me a zo tonton d’it neuze, paotr-e-yalc’h-er-puñs, » eme Gouer. « Ar re-ze eo va dilhad. »

« N’em eus anaoudegez ebet ac’hanoc’h. »

« Ne lavaran ket, met da anavezout a ran-me mat-kenañ. »

Ha chadennet Yann d’e dro.

« Ho ! ho ! » eme an archerien, « mat tre e ya an traou. Ne c’houitimp ket war egile kennebeut, kredabl bras. »

« Emañ aze ouz taol, » eme Gouer.

Gwerzet en devoa Mestr-Krog ar c’havr hag edo o vont da douch an arc’hant. Kouer eo o c’hemeras hag egile a voe ereet e zaouarn d’ezañ.

Ha setu va zri laer er prizon.


Barnet e voent, eur pennad da c’houde. Graet o devoa eun niver bras a dorfedou, hervez kalz testou diredet eus pevar c’horn ar vro. Ha setu ma voent kondaonet d’ar galeou.

« Va mab ! va mab paour ! na kalet eo ar pez a c’hoarvez ganez ! » eme vamm Yann, deuet ivez d’al lez-varn.

« Tec’hit pell diouzin, mamm fall ! » eme Yann. « Piou a zo kiriek d’in da veza amañ ? Piou, e lec’h va lakaat da suja, a rae noilh d’in ? Piou am c’hasas da zeski beza laer ? »