Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/279

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
279
yann seitek

Pokat a reont an eil d’egile.

« Hañ ! » eme Droc’h-Yalc’h, « setu kavet da niz ha da filhor ganez. Ha gouzout a oar e vicher ? »

« Gouzout mat, paotr. Ganin eo bet teski. »

« Neuze n’eo ket souez. »

« Mat, me ’soñje d’in n’en divije ket gellet deski ervat morse. Met ni eo a veze flemmet gantañ bep tro, an orin a oa anezañ ! »

« Mat tre. Hemañ eo Yannig neuze ? »

« Evel ma welez. »

« Eun den gouest ha ouesk a zo anezañ. Mont a ray mat ar stal ganeomp hon-tri, arabat kaout aon ! »


Ne d’an ket da gonta d’eoc’h penn-da-benn ar pez a reas an tri laer-mañ. Re-hir e vefe dre ar munud, skuiza a rafec’h hep mar ouz va selaou hag e krazfe va gourlañchenn, nemet eur banne sistr mat ha yac’hus ho pefe da rei d’in.

Daoust ma voe lesanvet Kraban-Dir gant e zaou genseurt, e kendalc’hin d’ober Yann anezañ evel diagent.

Eun deiz ma oa fall ha rust an amzer, e rankas va laeron chom en o zoull. Petra d’ober, pa vezer dilabour o waskedi en eun toull, nemet savarat ? Ha setu pe savar a voe ganto :

« Filhor, » eme Vestr-Krog, « dibun d’eomp eun dra bennak. »

« Mar gellan e tivunin. N’oun ket marc’h koulskoude. »

« Intentet fall ac’h eus. N’eo ket divuna hogen dibuna pe gonta eo a lavaran d’it. »

« Memes tra. Met petra ? »

« Eur marvailh bennak. »

« M’am bije gouezet. »

« Ne ouzout hini ? »

« Tra. »

« Lavar neuze, te, Troc’h-Yalc’h. »

« Lavar da-unan. Te a zo eur c’hog. »

« N’oun ket gwall vaout war an traou-se, hag hirio n’emaoun ket war va zu. »

« Kae atao. »

« Ma ! Berr e vezo ar gaoz ganin, berr kenañ. »

« Keit hag eul lost-leue… He ! filhor, pet lost-leue a vefe ret astenn etre amañ ha Paris ? »

« Eun toullad mat, kredabl ! »