Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
221
SPERED-BERR

spontet na petra ’ta ? Soñjal a reont eo kouezet an diaoul beo warno. Hag int da redek kuit, o zreid ganto dindan o c’hazel, a c’hellit kredi.

Pa ’z int tec’het, Spered-Berr a ziskenn. Dibri a ra he gwalc’h, hag hi ha kana eur ganaouenn flour.

Al laeron, pa ne glevont trouz ebet ken, a lavar d’unan anezo mont da welout petra ’zo. Hemañ a glev Spered-Berr o kana, hag ar big a grog en e skouarn.

« Desk da ganaouenn vrao d’in, koantig, » emezañ.

« Laka da deod em genou, ha me a lavaro va son d’it. P’am bezo echu anezi, e vezo en da benn. »

Ar genaoueg a oa anezañ ! Senti a ra outi, lakaat a ra e deod en he genou. Hi a wask warnañ gant he dent hag an teod a zo troc’het. Hag an den kuit avat. Al laeron-all a zo ouz e c’hortoz.

« Petra ’zo ? » emezo.

Heñ n’eo ket evit respont. Spouronet int hag e tec’hont ac’hano, ha mervel a rejont a redek. Touzedig a ziskenn neuze ivez, a zebr leiz e gof, hag a gan laouen d’e dro. Hag heñ ha mont d’ar guzadenn arc’hant, samma ar sac’h war e gein ha d’ar gêr.

Furaat a rejont o-daou war am eus klevet, re marteze. Touzedig a zeuas da veza Touzer, ha Spered-Berr, Spered-Lemm ha Spered-Flemm.

Doue ra vezo ganto ma ’z int beo c’hoaz, ha gant an holl lennerien ha selaouerien ivez !

Evel-se bezet graet.


Ar Bobl.
ebrel 1906.