« Kitez omp, » emezi.
« O ! tra ! pep hini a ray ar pez a zo divizet… War hoc’h enor hoc’h eus touet. Gwaz a ze ! »
Hag ar mab, lakaomp anezañ Arzur, a ya da gavout keginerez ar palez. Houmañ a oa eur sorserez anezi. Hag hi :
« Dal, paotr, setu amañ eur wastellenn evidout. Keit ha ma vezo ganez ne c’hoarvezo ganez droug ebet, rak eur banne eus va laez a zo enni. Emberr ez i da di va breur, hag e roi ar wastell-mañ d’ezañ da c’houesa, hag heñ a ziskouezo d’it an hent a dleez mont drezañ… Bremañ deus ganin ma kavin eul loen-kezeg da gas ac’hanout. »
Hag hi ha mont d’al liorz, seni eur c’hloc’h ha, kerkent, setu eur marc’h gwenn, diouaskell d’ezañ, o tont d’he c’havout.
« Pign war al loen-ze, » emezi d’Arzur. « War eeun az kaso da di va breur. »
Hag al loen ha digeri e ziouaskell, ha setu int en hent war gein ar c’houmoul.
Mont a reont ha mont c’hoaz, ken a zeu an heol da ruzia gwagennou ar mor.
Neuze e tiskennont e-tal eun ti bras. Artur a ya tre en ti-ze, hag a wel eur roñfl bras :
« Me ’glev c’houez ar c’hristen ! » eme hemañ.
Savet eo e gontell da laza Arzur. Hemañ a laka buan ar wastellenn dindan e fri d’ezañ.
« Ha ! » eme ar roñfl, « e oas lazet paneve d’ar wastell-se a zo enni eus laez va c’hoar garet. Penaos ez a ar bed ganti ? »
« Mat tre. »
« Da belec’h emaout o vont ? »
« Da glask merc’h roue Traonienn-an-Ein, ha ne c’hellan ket distrei hepti. »
« Pemp kant vloaz ’zo emaoun amañ ha ger ne glevis morse diwar-benn Traonienn-an-Ein. Met eur breur am eus hag a zo ganet daou c’hant vloaz araozoun. Marteze e oar eun dra bennak. Mont a ri d’e gavout hag e weli. Ar marc’h gwenn askellet a zougo ac’hanout adarre. Arabat d’it disoñjal rei ar wastell d’am breur da c’houesa, pe lazet e vefes. »
Antronoz, mintin mat, Arzur a zo en hent. P’emañ an